Film Pascale Breton e salioù sinema Breizh, soutenet gant Breizh Film Fund !

Suite Armoricaine, eil film hir Pascale Breton, a zeuio maez e salioù sinema Breizh d’an 2 a viz Meurzh (hag er peurrest eus ar Frañs d’an 9 a viz Meurzh). Soutenet eo ar film evit e skignañ e Breizh gant Breizh Film Fund, ar font pourvezañ krouet gant Groupe Ouest ha gouestlet da souten ar sinema dizalc’h skrivet, produet, troet pe skignet e Breizh. D’ar c’heñver-se ‘n eus bet c’hoant Météore Films – skigner ar film – ober un taol-esae gant ur skignañ e Breizh ur sizhun abretoc’h eget ar skignerezh broadel.

Gounezet en deus Suite Armoricaine ar Priz Fipresci e Festival Locarno 2015, ha seleksionet e kenstriverezh eo bet e Festival Sevilla 2015 hag e Festival etrebroadel Rotterdam 2016.

E-touesk an aktourien gwelet er film emañ Valérie Dréville, Kaou Langoët hag Elina Löwensohn.

Une merveilleuse fugue romanesque
Frédéric Mercier – Transfuge Magazine

Pascale Breton, dont l’étonnante Suite armoricaine enchantera notre printemps
Télérama

Ragabadennoù e Breizh gant skipailh ar film :

Merc’her 2 a viz Meurzh : Douarnenez – Le Club, gant Pascale Breton ha Kaou Langoët
Yaou 3 a viz Meurzh : Karaez – Le Grand Bleu, gant Pascale Breton, Kaou Langoët, Tangi Daniel, Klet Beyer ha Jean-Marie Scraigne
Gwener 4 a viz Meurzh : Kemper – Quai Dupleix, gant Pascale Breton ha Alain Le Quernec
Sul 6 a viz Meurzh : Brest – Les Studios, gant Pascale Breton, Kaou Langoët ha Manon Evenat

Ha da heul :
Merc’her 16 mars : Saozon – Sévigné, gant Pascale Breton
Yaou 17 a viz Meurzh : Montourlez – La Salamandre, gant Pascale Breton ha Kaou Langoët
Gwener 18 a viz Meurzh : Loudieg – Quai des Images, gant Kaou Langoët
Sadorn 19 a viz Meurzh : Plougastell-Daoulas – L’Image, gant Kaou Langoët

Aozet gant Météore Films.

Une mélodie complexe mais fluide
Frédérique Guiziou – Ouest-France

Suite Armoricaine, un film choral sur la recherche de soi
Bretagne Magazine

Synopsis :
Ur bloavezh skol-veur e Roazhon bevet gant div dudenn o zonkadurioù oc’h en em veskañ : Françoise, kelennerez war istor an arzoù, ha Ion, studier e geografiezh. Re zalc’het ma z’int o terc’hout rak o zasmantoù, ne welont ket o deus bet ur vuhez a-gevret.
Bandenn-embann :